Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho‐unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 10:3
34 Referencias Cruzadas  

Bet out reizh e kement a zo erruet ganeomp, rak graet ec'h eus hervez ar wirionez, ha ni hon eus graet hervez ar fallentez.


Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


ha da reizhder savet uhel, o Doue! Ober a rez traoù bras, o Doue, piv a zo heñvel ouzhit?


Selaouit ouzhin, c'hwi hag a red war-lerc'h ar reizhder, c'hwi hag a glask an AOTROU. Sellit ouzh ar roc'h ez oc'h bet kizellet diouti, ouzh ar vengleuz ez oc'h bet tennet anezhi.


Savit ho taoulagad etrezek an neñvoù, sellit d'an traoñ etrezek an douar, rak an neñvoù a steuzio evel moged, hag an douar a vo teuc'h evel un dilhad, hag e annezerien a varvo evel kelien. Met va silvidigezh a bado da viken, ha va reizhder ne dremeno ket.


rak ar preñved o debro evel un dilhad, hag ar gaozan o debro evel gloan. Met va reizhder a bado da viken, ha va silvidigezh a oad da oad.


Evel-henn e komz an AOTROU: Mirit ar pezh a zo eeun ha grit ar pezh a zo reizh, rak va silvidigezh a zo prest da zont ha va reizhder da vezañ diskuliet.


Reiñ a rin da anavezout da reizhder ha da oberennoù, ha na vo ket ur gounid evidout.


Deuet omp holl da vezañ evel un den dic'hlan, hag hon holl reizhder evel un dilhad saotret. Goeñvet omp holl evel un delienn, hag hon direizhder hor c'has gantañ evel an avel.


Madelezhioù an AOTROU eo ned omp ket aet da get, e drugarezioù n'int ket echuet.


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Me ivez a enebo outo hag e kasin anezho e bro o enebourien, ha neuze o c’halonoù diamdroc’h a blego hag ec’h anzavint o direizhder.


Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


Rak ennañ eo diskuliet reizhder Doue eus ar feiz hag evit ar feiz, hervez ma’z eo skrivet: An hini reizh a vevo dre ar feiz.


Rak reiñ a ran an testeni-mañ dezho penaos o deus gred evit Doue, met ur gred n’eo ket hervez an anaoudegezh.


Hag Izaia a gred lavarout: Kavet on bet gant ar re na’m c’hlaskent ket, anavezet on bet gant ar re na c’houlennent ket diwar va fenn.


Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n’eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,


reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,


evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.


Rak evel dre disentidigezh un den hepken kalz a zo bet lakaet da vezañ pec’herien, evel-se ivez dre sentidigezh unan hepken kalz a vo lakaet da vezañ reizh.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Ar reizhder a zalc'himp pa virimp an holl c'hourc'hemennoù-se ha pa raimp diouto dirak an AOTROU hon Doue, evel m'en deus urzhiet deomp.


ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos