Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 10:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho‐unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 10:3
34 Referencias Cruzadas  

Mes an den‐man, o c’hoantaad tremen evit eun den just, a lavaraz da Jesus: Ha piou eo va nessa?


Hag hen a lavaraz dezhe: Evidoc’h‐hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud; mes Doue a anavez ho calonou; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue.


Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet: An den just a vevo dre ar feiz.


Rag rei a ran an desteni‐man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue; mes eur zêl heb anaoudegez;


Hag Isaias hen deuz an hardiegez da lavaret: Kavet oun bet gant ar re na glaskent ket ac’hanoun, anavezet oun bet gant ar re na c’houlennent ket divar va fen. Mes divarben Israel, e lavar: Ahed an deiz em euz astennet va daouarn var‐zu eur bobl pehini a stourm ha na zent ket.


Petra eta? Israel n’hen deuz ket kavet ar pez a glaske, mes ar re choazet ho deuz hen kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,


eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus‐Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred;


evit diskouez, a lavaran, he justis en amzer a zo o ren, evit beza he‐unan anavezet da veza just, ha da veza an hini a justifi an den hen deuz feiz en Jesus.


Rag, evel dre dizentidigez eun den hep‐ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel‐se ive dre zentidigez unan hep‐ken kalz a vezo lakeat da veza just.


Rag an Hini n’hen deuz ket anavezet ar pec’hed, a zo bet tretet ganthan evel pec’her abalamour deomp, evit ma teuimp‐ni da veza just euz a justis Doue enhan.


ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va‐unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz;


Simon per, servicher hag abostol Jesus‐Christ, d’ar re ho deuz bet en partach eur feiz euz ar memeuz priz gant hon hini‐ni, er justis euz hon Doue ha Salver Jesus‐Christ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos