Romaned 3:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra eta? Ha gwelloc’h ez omp-ni? Tamm ebet. Rak diskouezet hon eus penaos emañ an holl, Yuzevien ha Gresianed, dindan ar pec’hed, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Petra ’ta, a lavarfomp‐ni? ha gwelloc’h ez omp‐ni eged ar Jentiled? E nep doare; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed, |
a lavar: Pella diouzhin! Na dosta ket ouzhin, rak ez on santeloc'h egedout! An traoù-se a zo ur vogedenn em fri, un tan a zev e-pad an holl zevezhioù.
Ar farizian en doa e bedet, o welout kement-se, a lavaras ennañ e-unan: Ma vije an den-mañ ur profed, e ouije piv eo a wreg a stok ennañ, ha penaos eo a vuhez fall.
Rak fulor Doue en em ziskuilh eus an neñv a-enep pep dizoujañs Doue ha pep direizhder eus an dud a zalc’h ar wirionez en direizhder,
Petra eta? Ar pezh a glaske Israel n’eo ket bet kavet gantañ, met ar re zibabet o deus henn kavet, hag ar re all a zo bet kaledet,
Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.
Petra eta? Ha pec’hiñ a raimp dre ma n’emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras? N’eo ket!
Rak gouzout a reomp ez eo al lezenn speredel, met me a zo kigel, gwerzhet d’ar pec’hed.
Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d’an idol un dra bennak.
Petra eta a zo d’ober? Pediñ a rin dre ar spered, met pediñ a rin ivez dre ar skiant. Kanañ a rin dre ar spered, met kanañ a rin ivez dre ar skiant.
Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?
Met ar re holl en em stag ouzh oberoù al lezenn a zo dindan ar vallozh, rak skrivet eo: Milliget eo kement den ha na gendalc’h ket en holl draoù a zo skrivet e levr al lezenn evit ober anezho.
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
N’eus forzh? E pep doare bennak ma vefe, pe dre ur gred diskouezus pe gant wirionez, Krist a zo prezeget, hag eus kement-se en em laouenaan hag en em laouenain c’hoazh.