O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.
Romaned 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, a lavarfot‐hu, mar d’euz eur rebenag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di‐c’hallout ar fidelite a Zoue? |
O tremen dre draonienn an Daeroù, e reont diouti ur vammenn dour bev, ha glav an diskar-amzer he golo a vadoù.
evel-se emañ gant ar gomz a zeu er-maez eus va genoù: ne zistroio ket din diefed, hag e raio ar pezh am eus c'hoant, hag e peurc'hraio ar pezh am bo roet dezhi da gas da benn.
Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?
Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget?
N’eo ket koulskoude m’en defe ger Doue deuet da netra. Rak ar re holl a zo deuet eus lignez Israel n’int ket Israel,
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
Breudeur, ret eo deomp trugarekaat Doue dalc’hmat evidoc’h, evel ma’z eo dereat, abalamour ma kresk ho feiz muioc’h-muiañ ha ma fonn ar garantez hoc’h eus an eil e-keñver egile,
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
An hini hag a zo nerzh Israel ne c'haouiado ket ha n'en devo ket keuz, rak n'eo ket un den evit kaout keuz.