selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder.
Romaned 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned glac’har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) trubuil ha gwallenkrez da gement den a ra ar pez a zo fall; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek; |
selaou-eñ eus an neñvoù, gra ha barn da servijerien, en ur reiñ e c'hopr d'an den fall dre lakaat e hent da gouezhañ war e benn, hag en ur reishaat an den reizh dre reiñ dezhañ hervez e reizhder.
Kalz a c'hlac'har a dapo an den fall, met ar c'hras a zo war-dro an hini a fiz en AOTROU.
Setu, an holl eneoù a zo din, ene an tad evel ene ar mab, o-daou a zo din. Ene ar pec'her eo an hini a varvo.
Setu perak em eus skuilhet warno va fulor, pulluc'het em eus anezho gant tan va c'hounnar, hag e lakain o hentoù war o fenn, eme an Aotrou AOTROU.
Ne'm eus anavezet nemedoc'h a-douez holl diegezhioù an douar. Setu perak me ho kastizin evit hoc'h holl zireizhder.
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Tud breudeur, mibien eus gouenn Abraham, ha c’hwi a zouj Doue, deoc’h-c’hwi eo bet kaset ar ger a silvidigezh-mañ.
o prezeg d’ar Yuzevien ha d’ar C’hresianed ar geuzidigezh e-keñver Doue hag ar feiz e Jezuz-Krist hon Aotrou.
met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.
Tri devezh goude, Paol a zastumas ar re gentañ eus ar Yuzevien ha, pa voent bodet, e lavaras dezho: Tud breudeur, petra bennak ma ne’m eus graet netra a-enep ar bobl nag a-enep gizioù hon tadoù, on bet taolet er prizon e Jeruzalem ha lakaet etre daouarn ar Romaned.
Evidoc’h eo da gentañ en deus Doue savet e vugel Jezuz hag en deus e gaset d’ho pennigañ, evit tennañ pep hini ac’hanoc’h eus e fallagriezh.
Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.
N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ.
met gloar, enor ha peoc’h da bep den a ra ar mad, d’ar Yuzev da gentañ, ha goude d’ar Gresian.
Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?
en hor c’heñver hag en deus galvet, nann hepken a-douez ar Yuzevien met ivez a-douez ar baganed?
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.
Rak an amzer a zeu ma tle ar varn kregiñ gant ti Doue. Ha mar krog ganeomp-ni, petra a vo diwezh ar re na sentont ket ouzh Aviel Doue?