Romaned 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a ran eta ez eo bet Jezuz-Krist servijer an amdroc’hidi evit diskouez gwirionez Doue, evit leuniañ ar promesaoù graet d’hon tadoù Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lavaret a ran eta penaos Jesus‐Christ a zo bet ministr ar circoncision, evit diskouez ar fidelite a Zoue, en eur accomplissa ar promessaou great d’an tadou; |
Diskouez a ri da fealded da Jakob, da drugarez da Abraham, evel ma ec'h eus touet d'hon tadoù en deizioù gwechall.
Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c’hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
Met Paol ha Barnabaz a lavaras dezho gant hardizhegezh: Deoc’h-c’hwi e oa ret da gentañ reiñ da anavezout ger Doue, met, pa daolit anezhañ kuit hag en em varnit hoc’h-unan dizellezek eus ar vuhez peurbadus, setu, ni en em dro war-zu ar baganed.
Laka evezh eta ouzh madelezh hag ouzh garvder Doue: e c’harvder e-keñver ar re a zo kouezhet, met e vadelezh en da geñver, mar kendalc’hez er vadelezh-se, anez e vi lamet kuit ivez.
Evel ma’z oc’h bet gwechall disent ouzh Doue, ha ma hoc’h eus bet bremañ trugarez dre o disentidigezh,
da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.
evit diskouez e reizhder en amzer a-vremañ, en doare da vezañ e-unan reizh ha da reishaat an neb en deus ar feiz eus Jezuz.
Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,
Fellout a ra din lavarout penaos, en ho touez, pep hini a lavar: Me a zo da Baol! Ha me da Apolloz! Ha me da Gefaz! Ha me da Grist!
Petra a lavaran eta? Ez eo an idol un dra bennak? Pe ez eo ar pezh a zo aberzhet d’an idol un dra bennak.
Met ar goustiañs a lavaran n’eo ket da hini met koustiañs egile. Rak abalamour da betra e vefe barnet va frankiz gant koustiañs unan all?
Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.
c’hwi a oa en amzer-se hep Krist, diavaezidi da gumuniezh Israel, estrañjourien e-keñver emglevioù ar bromesa, hep esperañs hag hep Doue er bed.