Romaned 15:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ni ar re greñv a dle gouzañv dinerzhded ar re zinerzh ha ne dleomp ket en em blijout ennomp hon-unan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ni eta, pere a zo krenv, a dle supporti sempladurez ar re febl, eleac’h en em blijoud enomp hon‐unan. |
N’en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue,
Ni a zo foll abalamour da Grist, met c’hwi a zo fur e Krist. Ni a zo dinerzh, met c’hwi a zo kreñv. C’hwi a zo en enor, met ni a zo disprizet.
Bet on evel dinerzh gant ar re zinerzh evit gounit ar re zinerzh. En em c’hraet on e pep tra d’an holl evit salviñ en un doare bennak hiniennoù anezho.
Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa’z on dinerzh, neuze ez on kreñv.
Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.
Tadoù, skrivet em eus deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc’h dre ma’z oc’h kreñv, ma chom ger Doue ennoc’h ha ma hoc’h eus trec’het an hini drouk.