Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 4:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 N’en doe ket douetañs dre zifiziañs e-keñver promesa Doue, met kreñvaet e voe dre ar feiz, en ur reiñ gloar da Zoue,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 ha n’hen doe na douetans na disfiz euz ar bromessa a Zoue, mes krenveet e oe gant ar feiz, hag e roaz gloar da Zoue, o veza persuadet mad,

Ver Capítulo Copiar




Romaned 4:20
21 Referencias Cruzadas  

Abram a gredas an AOTROU, hag eñ a gontas kement-se dezhañ da reizhder.


an ofiser en doa respontet da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Hag Elizea en doa lavaret: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.


An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.


Lavarit d'ar re nec'het o c'halon: Bezit kadarn, n'ho pet ket aon, setu ho Toue, ar veñjañs a zeuio, daskor Doue; dont a raio e-unan hag e tieubo ac'hanoc'h.


Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.


Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, den karet-mat, ra vo ar peoc'h ganit! Kalon! Kalon! Evel ma komze ouzhin e voen kreñvaet hag e lavaris: Ra gomzo va aotrou, rak va c'hreñvaet ec'h eus.


Hag e touello ar re a dorr an emglev en ur lubaniñ anezho. Met pobl ar re a anavez o Doue a vo kalonek hag a oberio.


Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,


Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.


Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.


Zakaria a lavaras d’an ael: A betra ec’h anavezin kement-se, rak me a zo kozh ha va gwreg a zo aet war an oad?


Eürus eo an hini he deus kredet, rak graet e vo an traoù a zo bet lavaret dezhi a-berzh an Aotrou.


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa’z on dinerzh, neuze ez on kreñv.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


Te eta va mab, en em greñva er c’hras a zo e Jezuz-Krist.


David a voe en un enkrez bras, rak ar bobl a gomze d'e veinata. Rak an holl bobl o doa an ene leun a c'hwervder, pep hini abalamour d'e vibien ha d'e verc'hed. Met David en em galonekaas en AOTROU e Zoue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos