Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc'h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc'h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc'h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n'emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU .
Romaned 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se an hini a stourm a-enep ar galloud a stourm a-enep an urzh en deus Doue lakaet, hag ar re a stourm a denno warno o-unan ur varnedigezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se, piou‐benag a stourm ouz an otorite, a zeu da enebi ouz urz Doue; hag ar re a zeu da enebi, a denno ar varnedigez varnezhe ho‐unan. |
Moizez a lavaras: Pa roio an AOTROU deoc'h fenoz kig da zebriñ ha da veure bara ho kwalc'h, eo en deus klevet an AOTROU ar grozmoloù hoc'h eus graet a-enep dezhañ. Rak petra omp-ni? Ho krozmoloù n'emaint ket a-enep deomp, met a-enep an AOTROU .
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Ra blego pep den d’ar galloudoù uhel, rak n’eus galloud ebet nemet eus Doue, hag ar galloudoù a vez kavet, a zo bet lakaet gant Doue.
Rak ar pennoù n’emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ.
Ret eo eta plegañ, nann hepken abalamour d’ar c’hastiz, met ivez abalamour d’ar goustiañs.
Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.
Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all,