Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Neuze e lavari din: Perak e kav abeg c’hoazh? Rak piv a c’hell enebiñ ouzh e volontez?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hogen te a lavaro d’in: Perag e teu Doue c’hoas d’en em glem? Rag piou a hell enebi ouz he volontez?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:19
19 Referencias Cruzadas  

C'hoant ho poa d'ober din droug ha Doue en deus cheñchet kement-se e mad, evit ober ar pezh a welit bremañ ha mirout drezon ar vuhez d'ur bobl vras.


hag e lavaras: AOTROU, Doue hon tadoù, ha n'out ket Doue en neñvoù? Ha n'out ket an hini a ren war holl rouantelezhioù ar broadoù? Ha n'emañ ket ez torn an nerzh hag ar galloud, en doare na c'hell den herzel ouzhit?


Diwar-benn ar galloud: kreñv-kenañ eo! Diwar-benn ar varnedigezh: piv a desto?


pa savez, o Doue, evit barn, evit dieubiñ holl ezhommeien an douar.  Ehan


Tud fall ez oc'h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N'en deus ket graet ac'hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra?


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Te a lavari eta: Ar brankoù a zo bet troc’het evit ma vijen-me imboudet.


Ha mar prezeger ez eo adsavet Krist a-douez ar re varv, penaos e lavar hiniennoù en ho touez n’eus ket a adsavidigezh a varv?


Met unan bennak a lavaro: Penaos ec’h advev ar re varv, ha gant peseurt korf e teuont en-dro?


Ra ne lavaro den pa vez temptet: Doue eo a dempt ac’hanon. Rak Doue ne c’hell ket bezañ temptet gant an droug hag e-unan ne dempt den.


Met unan bennak a lavaro: Te ac’h eus ar feiz, ha me am eus an oberoù. Diskouez din da feiz hep da oberoù, ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos