Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Met kentoc’h, o den, piv out evit tabutal gant Doue? Hag ar pod a lavaro d’an hini en deus graet anezhañ: Perak ec’h eus va graet evel-se?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Mes kentoc’h, O den, piou oud‐de, evit disput ouz Doue? Daoust hag ar pod‐pri a lavaro d’an hini hen deuz great anezhan: Perag ec’h euz‐te va great evel‐hen?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:20
30 Referencias Cruzadas  

Met ar roue a respontas: Petra am eus d'ober ganeoc'h, mibien Zeruja? Ra villigo, rak an AOTROU eo, en deus lavaret dezhañ: Millig David. Piv eta a lavaro: Perak e rez evel-se?


Hag e vo un diwezh d'ar c'homzoù aner-se? Petra a zegas ac'hanout da respont evel-se?


Perak e taelez gantañ? Ne rent ket kont eus ar pezh a ra.


Piv a ziskouez dezhañ e hent? Piv a c'hell lavarout dezhañ: Graet ec'h eus un direizhder?


Ar rendaeler, daoust hag e vreutaio gant an Holl-C'halloudeg? An hini a dabut gant Doue, daoust hag e responto da gement-se?


Komzet em eus ur wech, ha ne respontin ken. Komzet em eus div wech, ha ne lavarin netra ouzhpenn.


Hag e kasi da netra va barnedigezh? Hag e kondaoni ac'hanon evit ma vi reishaet?


Rak n'eo ket un den eveldon evit ma c'hellfen respont dezhañ, evit ma'z afemp asambles d'al lez-varn.


Ar vouc'hal, hag e kavfe gloar diwar-goust an hini a ra ganti? An eskenn, hag en em savfe dreist an hini he laka da fiñval? Evel ma rafe mont ar wialenn d'an hini a sav anezhi, hag evel ma savfe ar vazh ar pezh n'eo ket koad!


Tud fall ez oc'h! Ar poder, hag e vo doujet evel ar pri? Hag e lavaro un oberenn diwar-benn an hini en deus he graet: N'en deus ket graet ac'hanon? Hag e lavaro an dra stummet diwar-benn an hini en deus he stummet: Ne anavez netra?


Met bremañ, AOTROU, te eo hon tad. Ni eo ar pri, ha te eo an hini en deus hor stummet, labour da zaouarn ez omp holl.


Ti Israel, ha ne c'hellin ket ober deoc'h evel ar poder-se? eme an AOTROU. Setu, evel ar pri e daouarn ar poder, emaoc'h em dorn, ti Israel.


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.


Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat?


Met eñ a lavaras dezhañ: O den, piv en deus va lakaet da varner pe da ober ho lodennoù?


Piv out-te evit barn servijer unan all? Mar dalc’h en e sav pe mar kouezh, d’e vestr eo da varn anezhañ. Met e chomo e en sav rak Doue a zo galloudus evit e lakaat da chom en e sav.


Te eta, o den, piv bennak ez out pa varnez, te a zo dibardon, rak, o varn ar re all, e varnez da-unan, peogwir te a varn hag a ra an hevelep traoù.


Ha te a soñj dit eta, o den hag a varn ar re a ra ar seurt traoù-se hag o gra da-unan, e c’helli tec’hout diouzh barnedigezh Doue?


Ha n’en deus ket ar poder ar galloud d’ober eus un hevelep toaz-douar ur pod evit an enor hag unan all evit un implij dister?


Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,


Pelec’h emañ an den fur? Pelec’h emañ ar skrib? Pelec’h emañ tabuter ar c’hantved-mañ? Doue, ha n’en deus ket troet e follentez furnez ar bed-mañ?


Rak ha gouzout a rez, gwreg, hag e salvi da ozhac’h? Pe ha gouzout a rez, ozhac’h, hag e salvi da wreg?


an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.


En un ti bras n’eus ket hepken listri aour hag arc’hant, met ivez re goad ha re bri. Darn a zo evit un implij enorus, ha re all evit un implij dizenorus.


Ali ar vevelien da vezañ sentus ouzh o mestroù, da blijout dezho en holl draoù, hep bezañ dislavarerien,


Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos