Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago ket ouzhin.
Romaned 12:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad. |
Ne lakain netra fall dirak va daoulagad. Kasaat a ran kundu an dorrerien, n'en em stago ket ouzhin.
Komzoù e c'henoù n'int nemet drougiezh ha touellerezh, ne fell ket dezhañ bezañ skiantek hag ober ar mad.
Da dron, o Doue, a chom dalc'hmat ha da viken! Gwalenn da ren a zo ur walenn a reizhder.
C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.
Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.
Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.
Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.
Lavarout a rae kement-se, n’eo ket m’en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc’hel ar yalc’h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
Pa voe deuet eno ha pa welas gras Doue, en em laouenaas a gement-se hag ec’h alias anezho holl da chom stag ouzh an Aotrou gant ur galon start.
er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
Ne lavaran ket kement-se evit reiñ ur gourc’hemenn, met evit amprouiñ dre c’hred ar re all gwirionded ho karantez.
Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.
Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
karet ec’h eus ar reizhder ha kasaet an direizhder, dre-se, o Doue, da Zoue en deus da olevet gant un eoul a levenez dreist da genseurted.
Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
Dreist-holl, ho pet an eil evit egile ur garantez birvidik, rak ar garantez a c’holoio un niver bras a bec’hedoù.