Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
Romaned 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evel-se ivez, ni a zo meur a hini hag emaomp ur c’horf hepken e Krist, o vezañ pep hini ac’hanomp ezel an eil ouzh egile, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evel‐se ni, petra‐benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep‐ken er C’hrist; hag ez omp pep hini ac’hanomp izili an eil d’egile; |
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
Rak, evel ma hon eus meur a ezel en ur c’horf hepken ha n’o deus ket an holl izili an hevelep labour d’ober,
Evel ma ez eus ur bara hepken, ni evidomp da vezañ kalz n’omp nemet ur c’horf hepken, rak holl hon eus lod en hevelep bara.
eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c’hast? N’eo ket!
Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.
abalamour an ozhac’h eo penn ar wreg, evel ma’z eo Krist ivez penn an Iliz, hag a zo e gorf hag a zo bet salvet drezañ.
En em laouenaat a ran bremañ em poanioù evidoc’h, hag e peurechuan em c’hig da c’houzañv an dilerc’h eus poanioù Krist evit e gorf hag a zo an Iliz,
hep en em stagañ ouzh ar penn, a laka ar c’horf a-bezh, unanet asambles dre ar juntoù hag al liammoù, da greskiñ hervez ar greskadurezh roet gant Doue.