La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

hervez ma’z eo skrivet: Doue en deus roet dezho betek an devezh-mañ ur spered a vorgousk, daoulagad ha ne welont ket, divskouarn ha ne glevont ket.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

hervez ma’z eo scrivet: Doue hen deuz roet dezhe eur spered a bounner‐gousk, daou‐lagad ha na velont ket, ha diou‐skouarn ha na glevont ket, beteg an devez‐man.

Ver Capítulo



Romaned 11:8
13 Referencias Cruzadas  

Ha betek bremañ e reont hervez o gizioù kentañ: ne zoujont ket an AOTROU, ne reont nag hervez o reolennoù, nag hervez o barnedigezhioù, nag hervez al lezenn hag ar gourc'hemennoù en deus roet an AOTROU Doue da vibien Jakob, a anvas Israel.


Evel-se ar broadoù-se a zouje an AOTROU hag a servije o skeudennoù kizellet. Hag o mibien, ha mibien o mibien, o deus graet betek hiziv evel m'o doa graet o zadoù.


Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.


Selaou eta kement-mañ, pobl sot ha diboell: Daoulagad hoc'h eus ha ne welit ket, divskouarn hoc'h eus ha ne glevit ket.


Mab an den, emaout o chom e-touez un ti disent, daoulagad o deus evit gwelout ha ne welont ket, divskouarn o deus evit klevout ha ne glevont ket, rak un ti disent ez int.


O saotret em eus en o frofoù, pa lakaent da dremen dre an tan o holl re gentañ-ganet, evit o gwastañ hag evit ma oufent ez on me an AOTROU.


Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.


pa en deus lavaret: Kae etrezek ar bobl-mañ ha lavar: C’hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C’hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.


Met an AOTROU n'en deus ket roet deoc'h ur galon evit kompren, na daoulagad evit gwelout, na divskouarn evit klevout, betek hiziv.