Romaned 10:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar feiz a zeu eta eus ar pezh a glever, hag ar pezh a glever a zeu eus ger Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue. |
Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all, ha c’hoazh e vo roet ouzhpenn deoc’h-c’hwi a selaou.
Rak ne’m eus ket mezh eus Aviel Krist, rak galloud Doue eo evit silvidigezh ar re holl a gred, ar Yuzev da gentañ, ha goude ar Gresian.
Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?
Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.
Fellout a ra din gouzout an dra-mañ hepken diganeoc’h: Ha resevet hoc’h eus ar Spered dre oberoù al lezenn, pe dre brezegerezh ar feiz?
An hini eta a ro deoc’h ar Spered hag a ra mirakloù en ho touez, hag ober a ra kement-se dre oberoù al lezenn pe dre brezegerezh ar feiz?
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.
Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
o vezañ bet eil-c’hanet nann dre un had breinus met dre un had divreinus, dre c’her Doue a vev hag a chom da viken.
Me, ho preur Yann, unanet deoc’h en anken, er rouantelezh hag er c’hendalc’husted e Jezuz-Krist, edon en enezenn anvet Patmoz abalamour da c’her Doue hag abalamour da desteni Jezuz-Krist.