Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!
Romaned 10:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met n’o deus ket sentet holl ouzh an Aviel, rak Izaia a lavar: Aotrou, piv en deus kredet d’ar pezh hon eus prezeget? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes n’ho deuz ket sentet holl ouz an Aviel; rag Izaias a lavar: Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz‐ni prezeget? |
Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!
Enno eo peurc’hraet ar brofediezh-mañ Izaia a lavar: C’hwi a glevo gant ho tivskouarn ha ne gomprenot ket. C’hwi a sello gant ho taoulagad ha ne welot ket.
hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,
Met mar d-eo lamet kuit hiniennoù eus ar brankoù, ha mar d-out-te, olivezenn gouez, bet imboudet en o lec’h ha deuet da gaout lod e gwrizienn hag e chug an olivezenn,
met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,
met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,
Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?
Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.
O Galated diskiant! Piv en deus ho strobinellet evit na sentfec’h ken ouzh ar wirionez, c’hwi hag a zo bet diskouezet Jezuz-Krist ken sklaer dirak ho taoulagad evel kroazstaget ennoc’h?
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket.
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,