Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 16:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 mes a zo breman diskuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 16:26
34 Referencias Cruzadas  

Abraham a blantas un damarisklenn e Beer-Sheba hag a c'halvas eno anv an AOTROU, an Doue peurbadus.


Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.


Kreskiñ e c'halloud, reiñ ur peoc'h diziwezh da dron David ha d'e rouantelezh, evit en startaat hag en harpañ er varnedigezh hag er reizhder, adalek bremañ ha da viken, gred AOTROU an armeoù a raio kement-se.


Ha te, Betlehem Efrata, bihan e-touez milieroù Juda, ac'hanout eo e teuio din an hini a zle bezañ penn en Israel, an hini a zeu eus an amzerioù kentañ, a-dal an deizioù a-holl-viskoazh.


Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl ha prezegit an Aviel da bep krouadur.


An holl brofeded a ro testeni diwar e benn, penaos, dre e anv, piv bennak a gred ennañ a resev ar pardon eus e bec’hedoù.


Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.


prometet dija gantañ dre e brofeded er Skriturioù santel,


E gwirionez, traoù diwelus Doue, e c’halloud peurbadus hag e zoueelezh, a weler ken sklaer ha gant an daoulagad abaoe krouidigezh ar bed, pa seller outo a-dreuz e oberoù, en hevelep doare ma n’o deus digarez ebet,


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d’ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù,


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


Met bremañ reizhder Doue a zo bet diskuliet hep al lezenn, al lezenn hag ar brofeded o reiñ testeni dezhañ,


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,


o vezañ bet savet war diazez an ebestel hag ar brofeded, ez eo Jezuz-Krist e-unan ar maen-korn;


Ur repu eo an Doue a zo a bep amzer, dindan e zivrec'h peurbadus. Kaset en deus kuit a-zirazout an enebour, hag en deus lavaret: Distruj!


ar mister a oa kuzhet e-pad an holl gantvedoù hag an holl oadoù, met a zo bremañ disklêriet d’e sent.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.


hag a zo bet bremañ diskuliet dre zonedigezh hor Salver Jezuz-Krist, en deus distrujet ar marv ha lakaet er sklêrijenn ar vuhez hag an divarvelezh dre an Aviel,


Jezuz-Krist a zo an hevelep hini, dec’h, hag hiziv, ha da viken.


pegement muioc’h gwad Krist, hag a zo dre ar Spered peurbadus en em ginniget e-unan dinamm da Zoue, a c’hlanaio ho koustiañs eus an oberoù marv, evit ma servijot an Doue bev.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos