Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 16:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 da Zoue, pehini hep‐ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer! Amen.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 16:27
24 Referencias Cruzadas  

Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e skiant a zo divent.


Koulskoude, eñ eo an hini a zo fur. Lakaat a ra ar poanioù da zont, ne dorr ket e gomzoù, sevel a raio a-enep ti ar re zrouk, hag a-enep sikour ar re a ra direizhder.


Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


Da Zoue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Neuze drezañ, kinnigomp hep paouez da Zoue un aberzh a veuleudi, da lavarout eo frouezh ar muzelloù a anzav e anv.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos