An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.
Romaned 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eus diforc’h ebet etre ar Yuzev hag ar Gresian, dre ma o deus holl un hevelep Aotrou, a zo pinvidik evit ar re holl a c’halv anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag n’euz ket a zifferans etre ar Judeo hag ar Grek, rag holl ho deuz ar memeus Aotrou, pehini a zo pinvidic evit ar re holl a c’halv anezhan. |
An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.
Rak, Aotrou, te a zo mat hag hegarat, leun a vadelezh evit an holl re a c'halv ac'hanout.
hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c’halv da anv.
Rak evit-se eo Krist marvet, eo adsavet a-varv hag en deus adkemeret ar vuhez, evit ma reno war ar re vev ha war ar re varv.
Izaia a lavar ivez: Dont a raio eus Jese ur wrizienn hag a savo da ren war ar broadoù, hag ar broadoù a espero enni.
Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:
An den kentañ, o vezañ eus an douar, a zo douarel, an eil den, an Aotrou, a zeu eus an neñv.
Rak anavezout a rit gras an Aotrou Jezuz-Krist, hag eñ pinvidik, a zo en em c’hraet paour evidoc’h, evit ma vefec’h rentet pinvidik dre e baourentez.
N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.
Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras
Met Doue, hag a zo pinvidik e trugarez, abalamour d’ar garantez vras en deus hor c’haret ganti,
evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.
evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,
da c’houzout eo penaos ar baganed a zo kenheritourien, a reont un hevelep korf hag a gemeront lod en e bromesa e Krist dre an Aviel,
Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist
Va Doue a bourvezo d’hoc’h holl ezhommoù hervez e binvidigezh ha gant gloar e Jezuz-Krist.
Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.
Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.
Rak n’eus nemet un Doue hepken, hag un hanterour hepken etre Doue hag an dud, an den Jezuz-Krist,
Stourm a raint a-enep an Oan hag an Oan o zrec’ho, abalamour ma’z eo Aotrou an aotrounez ha Roue ar rouaned, hag ar re a zo gantañ eo ar re c’halvet ar re zibabet hag ar re feal.
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.