Mar deu unan bennak da'm gweladenniñ, e lavar din gevier, e galon a zastum soñjoù fall, mont a ra er-maez hag e komz.
Romaned 1:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ ez int leuniet a bep direizhder, a loustoni, a fallentez, a bizhoni, a dromplerezh, a warizi, a vuntroù, a dabutoù, a widre, a fallagriezh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Leun int a bep seurt injustis, a louzdoni, a fallentez, a avaristed a valis; leun a avi, a vuntrerez, a zisput, a dromplerez, hag a zrougviez; |
Mar deu unan bennak da'm gweladenniñ, e lavar din gevier, e galon a zastum soñjoù fall, mont a ra er-maez hag e komz.
Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a gas kuit e wreg, nemet evit difealded, a laka anezhi da vezañ avoultrerez, ha piv bennak a zimez d’ur wreg a zo bet kaset kuit, a ra avoultriezh.
Rak aon am eus, pa’z in d’ho kavout, na gavin ket ac’hanoc’h evel ma fell din, ha na gavot ket ac’hanon evel ma fell deoc’h, na vo tabutoù, gwarizi, kasonioù, dirollerezh, droukkomzoù, falstamalloù, ourgouilh, trubuilhoù,
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.