La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Nehemia 7:72 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha nemorant ar bobl a roas ugent mil drakm aour, daou vil minenn arc'hant, ha seizh toneg aberzhourien ha tri-ugent.

Ver Capítulo



Nehemia 7:72
5 Referencias Cruzadas  

Hilkija an aberzhour, Ahikam, Akbor, Shafan hag Asaja a yeas da gavout Hulda ar brofedez, gwreg Shallum mab Tikva mab Harhaz, diwaller an dilhad. Hi a oa e chom e Jeruzalem, en eil karter. Hag e komzjont outi.


Ar seizhvet miz o tostaat, ha mibien Israel o vezañ en o c'hêrioù, ar bobl en em zastumas e Jeruzalem evel un den hepken.


Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloù ar broioù evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, an holl re a oa gouest d'anavezout ha da gompren,


Pennoù tadoù all a roas da deñzor al labourioù ugent mil drakm aour, ha daou vil daou c'hant minenn arc'hant.


An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.