Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ezdra 3:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Ar seizhvet miz o tostaat, ha mibien Israel o vezañ en o c'hêrioù, ar bobl en em zastumas e Jeruzalem evel un den hepken.

Ver Capítulo Copiar




Ezdra 3:1
16 Referencias Cruzadas  

Ha nemorant ar bobl a roas ugent mil drakm aour, daou vil minenn arc'hant, ha seizh toneg aberzhourien ha tri-ugent.


An aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, tud ar bobl, an Netiniz, hag holl re Israel a chomas en o c'hêrioù. Evel-se, pa erruas ar seizhvet miz, mibien Israel a oa en o c'hêrioù.


An holl bobl en em zastumas evel un den hepken war al leurenn a zo dirak dor an Doureier. Hag e lavarjont da Ezdra ar skrib degas levr lezenn Moizez, he doa kemennet an AOTROU da Israel.


Kavout a rejont skrivet el lezenn en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez, e tlee chom mibien Israel e logelloù e-pad ar gouel eus ar seizhvet miz,


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.


Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.


Neuze e troin muzelloù ar pobloù e muzelloù glan, evit ma c'halvin holl anv an AOTROU, evit ma servijint anezhañ a-unvan.


Bemdez e oant aketus a-unvan en templ. O terriñ ar bara eus an eil ti d’egile, e kemerent o boued gant levenez hag eeunded a galon,


Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.


Ho pediñ a ran, breudeur, en anv hon Aotrou Jezuz-Krist, da zerc’hel holl an hevelep komzoù ha da ziwall na vefe ket a zizunvaniezh etrezoc’h, met da vezañ unanet en un hevelep soñj hag en un hevelep mennozh.


Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.


Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios