Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec'hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.
Nehemia 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met e kasis dezho da lavarout: Ober a ran ul labour bras, ha ne c'hellan ket diskenn. Perak e vefe paouezet al labour, e-pad ma en lezfen evit diskenn d'ho kavout? |
Lakaat a ris eta ouzh an traoñ a-dreñv ar voger, hag e lec'hioù dizolo, ar bobl dre diegezhioù, gant klezeier, goafioù ha gwaregoù.
Samballad ha Geshem a gasas da'm c'havout da lavarout din: Deus, en em gavomp a-gevret er c'hêriadennoù a zo e traonienn Ono. Bez' e oant e sell d'ober droug ouzhin.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.
E-pad ma’z eo deiz, eo ret din kas da benn oberoù an hini en deus va c’haset. An noz a zeu, ha den ne c’hell labourat enni.