Nehemia 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a ris ar mennozh start da c'hourdrouz ar re vras hag ar renerien, hag e lavaris dezho: Prestañ a rit war gampi an eil d'egile! Hag e c'halvis a-enep dezho ur vodadeg vras. |
Salm David. AOTROU, piv a chomo e-barzh da dabernakl? Piv a vevo war venez da santelezh?
an hini na brest ket e arc'hant evit tennañ gounid ha na gemer ket profoù a-enep an den didamall. An hini a ra an traoù-se ne vo biken brañsellet.
Gouezit penaos en deus dibabet an AOTROU ur c'haret-mat. An AOTROU a glev ac'hanon pa grian dezhañ.
Piv a savo evidon a-enep an dud fall? Piv a vo ganin a-enep ar vicherourien a zireizhder?
va fulor en em dano hag ho lazhin dre ar c'hleze, ho kwragez a vo intañvezed hag ho pugale emzivaded.
Mar prestez arc'hant da'm fobl, d'ar gwalleürus a zo ganit, ne raio ket gantañ evel ur c'hredour, ne lakai ket warnañ a gampi.
degemeret eo bet donezonoù en da greiz evit skuilhañ gwad, kemeret ac'h eus kampi hag uzurerezh, diwisket ac'h eus da nesañ gant feulster, ha me, va ankounac'haet ec'h eus, eme an Aotrou AOTROU.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.
Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.
Ne denni dioutañ na kampi na uzurerezh, doujañ a ri da Zoue, ha da vreur a vevo en da gichen.
Ma ne selaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.
Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.
Lavar an traoù-mañ, ali, gourdrouz gant ur gwir c’halloud. Ra ne zisprizo den ac’hanout.