Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Ma ne selaou ket anezho, lavar d’an Iliz, ha ma ne selaou ket kennebeut an Iliz, ra vo evidout evel ur pagan hag ur publikan.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Mar na zelaou ket anezhe, lavar kement‐se d’an Iliz; ha mar na fell ket dezhan selaou an Iliz, kemer anezhan evel eur payan hag eur publican.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

17 Ha mar ne cheleu quet anehai, laret d’en Ilis. Nezé, mar ne cheleu quet en Ilis, beèh aveid‐hou él ur pagan hag ur publican.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:17
27 Referencias Cruzadas  

Mibien Israel a zebras anezhañ, ar re a oa deuet en-dro eus an harlu, ha ganto an holl re o doa en em bellaet diouzh hudurniezh pobloù ar vro, evit klask an AOTROU, Doue Israel.


Hag e ouiot ez on me an AOTROU, rak n'hoc'h eus ket kerzhet hervez va reolennoù, na miret va barnedigezhioù, met graet hoc'h eus hervez barnedigezhioù ar broadoù a zo en-dro deoc'h.


Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;


Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.


Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


Pa bedit, n’en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.


An holl bublikaned hag ar bec’herien a dostae outañ evit e glevout.


Ar farizian, oc’h en em zerc’hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.


Skrivet em eus deoc’h em lizher chom hep darempredoù gant an dud hudur,


P’en deus unan bennak ac’hanoc’h ur c’hroz bennak a-enep unan all, ha krediñ a ra e c’hervel e barnedigezh dirak ar re zifeiz kentoc’h eget dirak ar sent?


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


an tabutoù aner etre tud o deus o skiant breinet, dibourvez eus ar wirionez hag a gred ez eo an doujañs-Doue un andon a c’hounid. Pella diouzh an dud-se.


Dont a rejont da gavout mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase, da vro C'halaad, hag e komzjont outo o lavarout:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos