Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Met ma ne selaou ket ac’hanout, kemer ganit un den pe zaou, evit ma vo an holl dra reizhet war gomz daou pe dri dest.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Mes mar na zelaou ket, kemer c’hoas ganez unan pe zaou, evit ma vezo reglet an affer var ger daou pe dri dest.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

16 Mæs, mar ne cheleu quet doh‐hoh, queméret hoah guet n’oh un dén pé zeu, aveid me vou diazéet pep guir dré er héneu a deu pé dri dest.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:16
10 Referencias Cruzadas  

Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.


Pa vo lazhet unan bennak, ar muntrer a vo lazhet war gomz testoù, met un test hepken ne vo ket a-walc'h evit lakaat anezhañ da varv.


Skrivet eo en ho lezenn penaos testeni daou zen a zo gwirion.


Setu an trede gwech ma’z an d’ho kavout. War gomz daou pe dri dest pep tra a vo peurglozet.


War gomz daou dest pe dri dest e vo lakaet d'ar marv an hini a zle mervel. Ne vo ket lakaet d'ar marv war gomz un test hepken.


Un test hepken ne vo ket a-walc'h evit un torfed bennak pe evit ur pec'hed bennak, petore mank bennak a vefe graet; war gomz daou dest pe dri dest e vo talvoudek an dra.


Na zegemer tamall ebet a-enep un henaour, nemet e vefe digant daou pe dri dest.


An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d’ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.


Me a roio galloud da’m daou dest hag e tiouganint, gwisket gant seier, e-pad mil daou c’hant ha tri-ugent devezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos