Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mar en deus pec’het da vreur a-enep dit, kae ha tamall anezhañ etre te hag eñ e-unan. Mar selaou ac’hanout, ez po gounezet da vreur.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Mar hen deuz da vreur pec’het en da enep, kea ha diskouez dezhan he faot etre te hag hen hep‐ken; mar selaou ac’hanoud, e pezo gounezet da vreur.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

15 Mæs mar en dès péhed hou prér inemb d’oh, quêrhet, ha tamall anehou étré hui hag ean hemb‐quin. Mar cheleuein e hra doh‐hoh, hui et hoès gouniet hou prér,

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 18:15
21 Referencias Cruzadas  

Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.


Frouezh an den reizh a zo ur wezenn a vuhez, hag an den a c'hounez eneoù a zo fur.


Ne gasai ket da vreur en da galon. Tamall a ri da nesañ ha ne zougi ket ur pec’hed abalamour dezhañ.


Evel-se n’eo ket bolontez ho Tad a zo en neñvoù, en em gollfe unan eus ar re vihan-mañ.


Neuze Pêr a dostaas outañ hag a lavaras: Aotrou, pet gwech e pardonin da’m breur pa bec’ho a-enep din? Bez’ e vo betek seizh gwech?


Evel-se e raio deoc’h va Zad a zo en neñvoù, ma ne bardon ket pep hini ac’hanoc’h a-greiz e galon e vankoù d’e vreur.


Na vez ket trec’het gant an droug, met trec’h an droug gant ar mad.


Evel-se, o pec’hiñ a-enep ar vreudeur hag o c’hloazañ o c’houstiañs dinerzh, e pec’hit a-enep Krist.


Evel-se pa em eus skrivet deoc’h, ne oa ket abalamour d’an hini en doa graet an droug nag abalamour d’an hini a oa bet graet dezhañ, met evit reiñ da anavezout deoc’h ar preder hon eus evidoc’h dirak Doue.


Breudeur, mar degouezh d’un den bezañ kavet en ur faot bennak, c’hwi hag a zo speredel, eeunit anezhañ gant ur spered a zouster. Laka evezh da-unan gant aon na vefes ivez temptet.


o c’houzañv an eil egile hag o pardoniñ an eil d’egile mar en deus unan bennak da glemm a-enep egile. Evel ma en deus Krist pardonet deoc’h, c’hwi ivez grit evel-se.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur.


Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,


En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos