Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ.
Nehemia 5:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din, hervez kement am eus graet evit ar bobl-se. |
Met az pez soñj ac'hanon pa vi eürus ha diskouez da vadelezh em c'heñver, me az ped. Komz ac'hanon da Faraon ha laka ac'hanon da vont er-maez eus an ti-mañ.
hag e lavaras: O AOTROU, az pez soñj em eus kerzhet dirak da zremm gant fealded hag eeunded a galon, hag em eus graet ar pezh a zo dereat da'z taoulagad! Hag Ezekiaz a skuilhas daeroù e-leizh.
O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, na gas ket da netra ar pezh am eus graet gant ur garantez gwirion e-keñver ti va Doue hag an traoù d'ober ennañ.
Hag e lavaris d'al Levited en em c'hlanaat ha dont da ziwall an dorojoù, evit santelaat deiz ar sabad. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon diwar-benn kement-se, pardon din hervez braster da drugarez.
prof ar c'hoad d'ar mareoù merket, hag ar frouezh kentañ. O va Doue! Az pez soñj ac'hanon, evit ober vad din.
AOTROU, az pez soñj ac'hanon ez madelezh e-keñver da bobl, laka da silvidigezh da zont din,
Ra drido ha ra laouenaio ennout an holl re a glask ac'hanout. Ra lavaro hep paouez ar re a gar da zieubidigezh: Kanmeulet ra vo an AOTROU!
Rak gouzout a ran ar soñjoù a ran evidoc'h, eme an AOTROU, soñjoù a beoc'h ha nann a zroug, evit reiñ deoc'h un dazont hag un esperañs.
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.
Ha piv bennak a roio deoc’h ur werennad dour da evañ em anv, abalamour ma’z oc’h da Grist, me a lavar deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.