Hag evidon-me, va breudeur, va servijerien, ha tud ar gward a zeu war va lerc'h, ne guitaimp ket hon dilhad, pep hini en devo e gleze ha dour.
Nehemia 5:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez' e voe ur c'hlemm bras a-berzh ar bobl hag o gwragez a-enep o breudeur Yuzev. |
Hag evidon-me, va breudeur, va servijerien, ha tud ar gward a zeu war va lerc'h, ne guitaimp ket hon dilhad, pep hini en devo e gleze ha dour.
en doare m'o deus graet da c'harm ar paour sevel betek ennañ, hag en deus klevet garm ar re c'hlac'haret.
An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.
Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Priñsed Israel, a-walc'h! Lamit kuit an taerder hag ar skraperezh, grit hervez ar barnedigezhioù hag ar reizhder, tennit ho preizherezh diwar va fobl, eme an Aotrou AOTROU.
Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.
An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.