Nehemia 3:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War o lerc'h e tresas Benjamin hag Hashub dirak o zi. War o lerc'h e tresas Azaria mab Maaseja mab Anania e-kichen e di. |
En o c'hichen e tresas Jedaja mab Harumaf dirak e di. En e gichen e tresas Hattush mab Hashabnia.
War e lerc'h e tresas Binnui mab Henadad ul lodenn all, adalek ti Azaria betek korn ar gognell.
Ezdra ar skrib en em zalc'he war ur savenn goad, a oa bet graet evit kement-se. A-zehou dezhañ e oa Matitia, Shema, Anaia, Uri, Hilkija ha Maaseja; hag a-gleiz e oa Pedaja, Mishael, Malkija, Hashum, Hashbadana, Zakaria ha Meshullam.
Jezua, Bani, Sherebia, Jamin, Akkub, Shabtai, Hodija, Maaseja, Kelita, Azaria, Jozabad, Hanan, Pelaja, hag al Levited all, a zisplege d'ar bobl al lezenn, hag ar bobl en em zalc'he en o lec'h.