Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.
Nehemia 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En e gichen e tresas Ezer mab Jezua, rener Mizpa, ul lodenn all dirak savenn an Harnezerezh, er c'horn. |
Ozia a savas tourioù e Jeruzalem, war zor ar C'horn, war zor an Draonienn, ha war ar c'hogn, hag e kreñvaas anezho.
Al Levited: Jezua, Binnui, Kadmiel, Sherebia, Juda, Matania a rene ar meuleudioù, eñ hag e vreudeur,
Shallum mab Kolhoze, rener bann Mizpa, a zresas dor ar Feunteun; hec'h adsevel a reas, he goleiñ, hag e lakaas he stalafioù, he morailhoù hag he frennoù. Hag e reas moger stank Shela, tost ouzh liorzh ar Roue, betek ar skalieroù a ziskenn eus kêr David.
War e lerc'h, o breudeur a zresas gant Bavai mab Hanadad, rener an hanter all eus bann Keila.
War e lerc'h e tresas Binnui mab Henadad ul lodenn all, adalek ti Azaria betek korn ar gognell.