Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon.
Nehemia 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ. |
Hanaf Faraon a oa em dorn. Hag e kemeris ar rezin, e waskis anezho en hanaf Faraon hag e lakais an hanaf e dorn Faraon.
Adlakaat a reas an hanafer bras en e garg a hanafer evit ma lakaje an hanaf e-barzh dorn Faraon,
En amzer Artakserksez, e skrivas Bishlam, Mitredad, Tabeel hag e genseurted all da Artakserksez roue Persia. Al lizher a oa skrivet en Aramaeg, troet en Aramaeg.
Goude an traoù-se, dindan ren Artakserksez roue Persia, Ezdra mab Seraja, mab Azaria, mab Hilkija,
Hiniennoù eus mibien Israel, aberzhourien, Levited, kanerien, porzhierien, Netiniz, a bignas ivez da Jeruzalem er seizhvet bloaz eus ar roue Artakserksez.
Komzoù Nehemia mab Hakalia. Da viz Kislev, en ugentvet bloaz, evel ma oan e Suza ar gêrbenn,
Da bediñ a ran, AOTROU, ra vo da skouarn evezhiek ouzh pedenn da servijer, hag ouzh pedenn da servijerien o deus plijadur o toujañ da anv. Ro berzh hiziv da'z servijer, me az ped, ro dezhañ kavout trugarez dirak an den-mañ. Me a oa hanafer ar roue.
D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.
Anavez eta ha kompren: Adalek ermaeziadenn ar gomz o kemenn distreiñ hag adsevel Jeruzalem, betek ar Mesiaz, ar Priñs, e vo seizh sizhun ha div sizhun ha tri-ugent. Ar straedoù hag ar c'hleuzioù a vo adsavet, met en un amzer fall.