Ha bremañ anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoù, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloù ar vro ha diouzh ar gwragez estren.
Nehemia 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Adal ma voe klevet al lezenn, e voe dispartiet Israel diouzh pep meskad. |
Ha bremañ anzavit ho pec'hed d'an AOTROU, Doue ho tadoù, ha grit e youl. En em zispartiit diouzh pobloù ar vro ha diouzh ar gwragez estren.
Rak kemeret o deus o merc'hed evito hag evit o mibien, hag ar ouenn santel a zo bet kemmesket gant pobloù ar broioù-mañ. Ha renerien ar bobl hag ar c'houarnourien a zo bet ar re gentañ oc'h ober ar pec'hed-se.
Nemorant ar bobl, an aberzhourien, al Levited, ar borzhierien, ar ganerien, an Netiniz, hag an holl re a oa en em zispartiet diouzh pobloù ar broioù evit mirout lezenn Doue, o gwragez, o mibien hag o merc'hed, an holl re a oa gouest d'anavezout ha da gompren,
Ha re eus gouenn Israel, o vezañ en em zispartiet diouzh an holl ziavaezidi, en em zalc'has hag a anzavas o fec'hedoù ha direizhder o zadoù.
Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.
Un niver bras a ziavaezidi a bignas ivez ganto, kenkoulz ha deñved, ejened ha loened niverus.
Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,
An dastumad kemmesket e-touez mibien Israel en em roas d'an droukc'hoant, ha mibien Israel zoken en em lakaas a-nevez da ouelañ, hag e lavarjont: Piv a roio deomp kig da zebriñ?
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.