Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.
Nehemia 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sallu, Amok, Hilkija, Jedaja. Ar re-se a voe pennoù an aberzhourien hag o breudeur en amzer Jezua. |
Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.
Neuze Jezua mab Jozadak a savas gant e vreudeur, an aberzhourien, ha Zorobabel mab Salatiel gant e vreudeur, hag e savjont un aoter da Zoue Israel, evit kinnig al loskaberzhoù, evel ma'z eo skrivet e lezenn Moizez, den Doue.
Setu amañ an aberzhourien hag al Levited a bignas gant Zorobabel mab Shealtiel, ha gant Jezua: Seraja, Jeremiaz, Ezdra,
Al Levited: Jezua, Binnui, Kadmiel, Sherebia, Juda, Matania a rene ar meuleudioù, eñ hag e vreudeur,
D'an eilvet bloaz eus ar roue Dariuz, d'ar c'hwec'hvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, komz an AOTROU a voe disklêriet dre Agge ar profed da Zorobabel mab Salatiel, gouarnour Juda, ha da Jozue mab Jozadak, an aberzhour-meur, o lavarout:
Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehou dezhañ, evit e damall.