Nehemia 12:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha Maaseja, Shemaja, Eleazar, Uzzi, Jokanan, Malkija, Elam hag Ezer. Hag ar ganerien a ganas uhel, renet gant Jizrakja. |
hag o breudeur, tud kadarn ha galloudek, kant eizh warn-ugent; ha Zabdiel mab Gedolim a oa lakaet warno.
hag an aberzhourien Eliakim, Maaseja, Minjamin, Mikaja, Eljoenai, Zakaria hag Hanania, gant trompilhoù,
Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.