Nehemia 12:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezua a voe tad da Jojakim, Jojakim a voe tad da Eliashib, Eliashib a voe tad da Jojada, |
Diwar-benn al Levited, ar pennoù tadoù a voe enskrivet en amzer Eliashib, Jojada, Jokanan ha Jadua; diwar-benn an aberzhourien e voe dindan ren Dariuz ar Pers.
Ar re-se a oa en amzer Jojakim mab Jezua, mab Jozadak, hag en amzer Nehemia ar Gouarnour, hag Ezdra an aberzhour ha skrib.
Hag unan eus mibien Jojada mab Eliashib, an aberzhour-meur, a oa mab-kaer da Samballad an Horonad; ha me en kasas kuit diouzh va c'hichen.
Distreiñ a ris da Jeruzalem, hag e komprenis an droug en doa graet Eliashib diwar-benn Tobija, o kempenn dezhañ ur gambr e leurenn ti Doue.
Eliashib an aberzhour-meur a savas gant e vreudeur an aberzhourien, hag ec'h adsavjont dor an Deñved, hag e santelajont anezhi. Lakaat a rejont he stalafioù, hag e santelajont anezhi betek tour Mea ha betek tour Hananeel.