Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.
Nehemia 10:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c'hambroù ar profoù gwinizh, gwin hag eoul, e-lec'h m'emañ listri ar santual, ha m'en em zalc'h an aberzhourien oc'h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue. |
Mont a rejont eta hag e c'halvjont porzhierien kêr evit disklêriañ ar c'heloù-se dezho o lavarout: Aet omp da gamp ar Siriz, ha setu, ne oa den eno na mouezh den e-barzh. N'eus nemet kezeg hag ezen stag, hag an teltennoù evel ma oant.
Hag e voe degaset di gant fealded ar profoù, an deog hag an traoù santel, hag al Leviad Konania en doe ar mererezh anezho, gant Shimei e vreur, evel eiler.
Hag an holl Israeliz, en amzer Zorobabel hag en amzer Nehemia, a roe lodennoù ar ganerien ha lodennoù ar borzhierien deiz dre zeiz. Reiñ a raent d'al Levited an traoù santelaet, hag al Levited a roe da vibien Aaron an traoù santelaet.
Komz d'al Levited ha lavar: Pa zegemerot digant mibien Israel an deog am eus roet deoc'h diwarno evel hêrezh, e kinnigot ur prof savet d'an AOTROU, an deog eus an deog,
Hag e lavari dezho: Pa ho po savet al lodenn wellañ, e vo kontet an deog d'al Levited evel leve al leur hag evel leve ar waskell.
Ne c'helli ket debriñ e-barzh da zorojoù deog da winizh, da win ha da eoul, na re gentañ-ganet da loened bras ha da loened bihan, na da aberzhoù evit seveniñ ur gouestl, na da brofoù a-youl-vat, nag ar profoù savet eus da zaouarn.
Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m’o deus hiniennoù ar c’hiz d’ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc’h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.