Ha d'an noz-se, ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Nahum 1:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout. |
Ha d'an noz-se, ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Evel ma oa oc'h azeuliñ e ti Nisrok e zoue, Adrammelek ha Sharezer e vibien a skoas warnañ gant o c'hleze, hag e tec'hjont kuit da vro Ararad. Hag Esar-Haddon e vab a renas en e lec'h.
En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .
Setu perak an Aotrou, AOTROU an armeoù, a gaso an distruj war e dud kreñv, ha dindan e veurded e vo enaouet ur flammad, evel flammad un tan.
Gant an abardaez e teu ur spouron trumm; a-raok ar mintin, n'emaint ken. Evel-se eo lodenn ar re a ziwisk ac'hanomp, ha tonkad ar re a breizh ac'hanomp.
Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.
An Asiria a gouezho dre ur c'hleze na vo ket hini un den, hag ar c'hleze na vo ket hini ur mab-den a lonko anezho, tec'hout a raint kuit dirak ar c'hleze, hag o zud yaouank a zeuio da vezañ truajidi.
Ael an AOTROU a zeuas hag a skoas e kamp an Asiriz, war gant pemp ha pevar-ugent mil den. Pa voed savet abred diouzh ar beure, setu, e oa korfoù marv a bep tu.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU da Zoue, a zifenn kaoz e bobl: Setu em eus kemeret eus da zorn an hanaf-mezevelliñ, hanaf va c'hounnar. Ne evi ken dioutañ en amzer da zont,
En deiz-se ec'h aotenno an AOTROU gant un aotenn en devo feurmet en tu all d'ar stêr, gant roue Asiria, ar penn ha blev an treid, hag e lamo ivez ar barv.
Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!
Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.
Hag an AOTROU a responto hag a lavaro d'e bobl: Setu ez an da gas deoc'h gwinizh, gwin hag eoul, hag ho po ho kwalc'h, ha n'ho roin ken d'an dismegañs e-touez ar broadoù.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.