Mika 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun? |
An hini a gerzh en eeunder hag a vir ar reizhder, an hini a lavar ar wirionez evel ma emañ en e galon,
Rak un devezh ez leurioù a zo gwelloc'h eget mil e lec'h all. Gwelloc'h eo din en em zerc'hel war dreuzoù ti va Doue, eget bezañ o chom e teltennoù ar re zrouk,
Hent an AOTROU a zo nerzh an den eeun, met un distruj eo evit ar vicherourien a zireizhder.
An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.
An den a gerzh en eeunder a zouj an AOTROU, met an hini a zo gwallsiek en e hentoù a zispriz anezhañ.
An hini a gerzh en eeunder a vo salvet, met an hini a zistro dioutañ evit heuliañ daou hent a gouezho en unan anezho.
Perak ne'm eus kavet den pa'z on deuet? Perak n'en deus respontet den pa em eus galvet? Va dorn, ha re verr eo evit dieubiñ? Ha n'eus ket a nerzh ennon evit saveteiñ? Setu e lakaan ar mor da zisec'hañ pa c'hourdrouzan anezhañ, hag e troan ar stêrioù e gouelec'h, o fesked o vreinañ dre ziouer a zour, marvet gant ar sec'hed.
Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.
En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
Selaouit kement-mañ, pennoù Jakob, ha c'hwi renerien ti Israel, c'hwi hag a gasa ar reizhder, hag a laka da vezañ kamm ar pezh a zo eeun,
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.
Int a respontas dezhañ: Hon tad eo Abraham. Jezuz a lavaras dezho: Ma vijec’h bugale Abraham, c’hwi a raje oberoù Abraham.
Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.
o devo an diavaez a zoujañs-Doue met o devo dinac’het ar pezh a ra he nerzh. En em bella diouzh an dud-se.