Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
Mazhev 9:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac’h yaouank hag hi a savas. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag int a rea goab anezhan. Ha goude ma oa bet kasset an dud‐se er meaz, hen a antreaz, hag o veza croget en dorn ar plac’h‐iaouank‐se, hi a zavaz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Goudé ma oé bet casset en dud‐cé er mæz, Jesus e dostas d’er verh youancq‐cé, e groguas én é dourn, ha quentéh hi e sàüas. |
Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.
Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.