Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!
Mazhev 9:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac’h yaouank n’eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) It ac’hann; rag ar plac’h‐iaouank‐man n’eo ket maro, mes kousket eo. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e laras tehai: Pelleit, rac er verh‐cé nen dé quet marhue, mæs consquet‐é. Hag ind e hré goab a nehou. |
Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec’h ma oa gourvezet.
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
Met Paol a ziskennas, a stouas a-us dezhañ hag, o kemer anezhañ etre e zivrec’h, e lavaras: Na vezit ket nec’het, rak e ene a zo ennañ.
Pêr, o vezañ kaset an holl er-maez, en em lakaas war e zaoulin hag a bedas. Hag, o treiñ etrezek ar c’horf, e lavaras: Tabita, sav! Hi a zigoras he daoulagad hag, o vezañ gwelet Pêr, ec’h azezas.