Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.
Mazhev 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eur vreg, hag a oa klanv gant a dioada abaoe daouzec vloaz, a dostaaz outhan a‐ziadre, hag a douchaz ouz ar bord euz he zae; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha chetu ur voés clan a houdé deuzêc vlai gued ur rid‐goaid e dostas tehou a ziardran, hag e laquas hi zeourn arh er pen‐pill ag é sei. |
Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.
O holl oberoù a reont evit bezañ gwelet gant an dud. Evel-se o deus fulakterioù ledan ha pempilhoù hir ouzh o dilhad,
E pelec’h bennak ma’z ae, er bourc’hioù pe er c’hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d’o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac’haet.
O vezañ deuet da Vetsaida, e voe degaset dezhañ un den dall hag en pedjont da stekiñ outañ.
en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac’haet eus o c’hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez.
en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c’holeiñ hiniennoù anezho.