Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Mazhev 8:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An diaouled en pedas o lavarout: Mar kasez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vont er vandenn voc’h-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an drouk‐sperejou a bedaz anezhan, en eur lavaret: Mar kassez ac’hanomp kuit, lez ac’hanomp da vond er vanden voc’h‐se. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag en droug‐sperèdeu e bedas anehou, én ul laret: Mar caret hun casse quit, lézet hun monnet ér vanden môrc’h. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.
Eñ a lavaras dezho: Kit. Int, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h. Ha setu, an holl vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e varvjont en doureier.
Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac’hanomp er moc’h-se, evit ma’z aimp enno.
hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.
Dre-se en em laouenait, neñvoù, ha c’hwi a chom enno. Gwalleur d’an dud a chom war an douar ha war ar mor, rak an diaoul a zo diskennet war-zu ennoc’h gant ur fulor vras hag o c’houzout n’en deus nemet nebeud amzer.