Ha setu, tud o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mañ a yeas da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.
Mazhev 8:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ stoket ouzh he dorn, raktal an derzhienn a yeas kuit diouti. Hi a savas hag a servijas anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaaz anezhi; hag hiazavaz, hag a zervichaz anezhe. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e astennas é déourn arh‐n‐hi, hag en derhian e yas quit: hag hi e zàüas hag e campennas beptra aveid‐t’hai. |
Ha setu, tud o touarañ un den, a welas ur bagad hag a daolas an den e bez Elizea. Hag an den-mañ a yeas da stekiñ ouzh eskern Elizea, hag ec'h advevas hag e savas war e dreid.
Hag he stokas ouzh va genoù, hag e lavaras: Bremañ houmañ he deus stoket ouzh da vuzelloù, da zireizhder a zo lamet kuit, da bec'hed a zo dic'haouet.
Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.
O kaout truez outo, Jezuz a stokas ouzh o daoulagad. Ha raktal o daoulagad a resevjont ar gweled hag ec’h heuilhjont anezhañ.
Jezuz, o vezañ deuet da di Pêr, a welas e vamm-gaer war he gwele, klañv gant an derzhienn.
An abardaez o vezañ deuet, e voe degaset dezhañ meur a hini dalc’het gant diaouled. Eñ a gasas kuit ar speredoù dre e c’her hag a yac’haas an holl re a oa klañv,
Jezuz a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet. Ha diouzhtu e lorgnez a voe glanaet.
Ha setu, ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad,
Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.