Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Mazhev 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Na varnit ket, evit na viot ket barnet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Na varnit ket, evit na veot ket barnet; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne varnet quet, aveid ne vehéh quet barnet. |
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.
Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.
Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Pardonit hag e viot pardonet.
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
Met evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e savas hag e lavaras dezho: An hini ac’hanoc’h a zo hep pec’hed ra daolo ar maen kentañ outi.
Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.