Mazhev 6:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar gwisk eta Doue er giz‐se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wiskohen ket ac’hanoc’h‐hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs, mar Doué e guisq él‐cé ur hiauten, péhani e zou hinihue hag e vou taulet arhoah én tan de losquein, peguement mui a éhuéh en dou ean guet n’oh‐hui, tud scan a fé? |
Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.
Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.
Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.
Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.
Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c’hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec’h hag e vleuñv a gouezh,