Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 17:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin‐me ganeoc’h? bete pegeit ec’h andurin‐me ac’hanoc’h? Digassithen aman d’in.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

17 Ha Jesus e rebréchas en droug‐sperèd, hag er hassas quit; hag er pautr e oé gùelleit tehou arh en ær‐zé.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 17:17
25 Referencias Cruzadas  

E-pad daou-ugent vloaz on bet heuget gant ar rummad-se, hag em eus lavaret: Ur bobl eo en em ziank o c'halon, n'o deus ket anavezet va hentoù.


Moizez hag Aaron a zeuas eta da gavout Faraon, hag e lavarjont: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU , Doue an Hebreed: Betek pegoulz e nac'hi en em izelaat dirazon? Lez va fobl da vont kuit, evit ma servijo ac'hanon.


Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegeit na fello ket deoc'h mirout va gourc'hemennoù ha va lezennoù?


Tud eeun, betek pegeit e karot sotoni? Betek pegeit e kavo ar c’hoapaerien plijadur oc'h ober goap, hag e kasaio ar re ziboell an anaoudegezh?


Didalvez, betek pegeit e vi gourvezet? Pegoulz e savi eus da gousk?


An AOTROU en deus skuilhet en he c'hreiz ur spered a saouzan, ha deuet eo an Ejipt da vezañ brañsellet en hec'h holl labourioù, evel ma vez brañsellet un den mezv en ur zislonkañ.


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


An AOTROU a lavaras da Voizez: Betek pegoulz e tisprizo ac'hanon ar bobl-se? Betek pegoulz ne gredint ket ennon en desped d'an holl sinoù am eus graet en o zouez?


Betek pegoulz e c'houzañvin ar vodadenn fall-mañ, a c'hrozmol a-enep din? Klevet em eus mibien Israel o lavarout grozmol em enep.


Ha ne reas ket kalz a virakloù el lec’h-se abalamour d’o diskredoni.


Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?


Degaset em eus anezhañ da’z tiskibien ha n’o deus ket gallet e yac’haat.


Jezuz a c’hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ, hag ar bugel a voe yac’haet war an eur-se.


Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?


Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.


Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.


Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.


Hag e lavaras dezho: O tud hep skiant ha tud a galon gorrek da grediñ kement en deus lavaret ar brofeded!


Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h hag e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degas amañ da vab.


Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.


E-pad war-dro daou-ugent bloavezh e harpas anezho gant trugarez el lec’h distro


E kalz a c’herioù all e roas testeni dezho hag o atizas en ur lavarout: En em salvit diouzh ar rumm fall-mañ.


Plijus e vefe din hag e c’hellfec’h gouzañv un tamm va follentez; ya, me ho ped, gouzañvit ac’hanon.


Int a zo en em vreinet, ur vezh eo! E vibien a zo ur rummad diroll ha fall.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos