Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 17:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Jezuz a c’hourdrouzas an diaoul, hag ez eas er-maez anezhañ, hag ar bugel a voe yac’haet war an eur-se.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk‐spered, hag he‐man a zortiaz euz ar bugel; ha divar an heur‐ze ar bugel a oe iac’heet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

18 Nezé en disciplèd e tas de gavouèt Jesus a dû, hag ind e laras dehou: Perac ne hun nès chet ni ellet er hass quit?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 17:18
15 Referencias Cruzadas  

Neuze e voe degaset dezhañ un den dalc’het gant un diaoul dall ha mut hag e yac’haas anezhañ, en hevelep doare ma komze ha ma wele an hini a oa bet dall ha mut.


Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.


Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.


Neuze an diskibien a dostaas ouzh Jezuz hag a lavaras dezhañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?


Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.


Hag e yac’haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved hag e kasas kuit meur a ziaoul. Ne aotree ket dezho komz, dre ma anavezent anezhañ.


Rak e lavare dezhañ: Spered hudur, kae eus an den-se!


An diaouled ivez a yae er-maez eus kalz a dud, o krial hag o lavarout: Te eo ar C’hrist, Mab Doue. Met eñ o gourdrouzas ha ne lezas ket anezho da gomz, dre ma ouient e oa ar C’hrist.


Rak e kourc’hemenne d’ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc’het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec’hioù distro.


Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d’an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c’hourdrouzas ar spered hudur, a yac’haas ar bugel hag en roas d’e dad.


Kement-se a reas e-pad meur a zevezh. Paol, hegaset, a zistroas hag a lavaras d’ar spered: Me a c’hourc’hemenn dit, en anv Jezuz-Krist, da vont er-maez anezhi. Hag ez eas kuit raktal.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos