Mazhev 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak el lec’h ma’z emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) rag el leac’h ma eman da denzor, eno e vezo ive da galon. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac él léh mei hou trezol, inou é ma ehué hou calon. |
Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.
Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.
Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?
Lignez a naered-gwiber, penaos e c’hellfec’h lavarout traoù mat, fall evel ma’z oc’h? Rak eus leunder ar galon e komz ar genoù.
Al lagad eo lamp ar c’horf. Mar d-eo eta da lagad yac’h, da holl gorf a vo sklêrijennet,
pa’z eo gwir na sellomp ket ouzh an traoù gwelus met ouzh an traoù diwelus. Rak an traoù gwelus n’int nemet evit un amzer, met ar re ziwelus a zo peurbadus.
Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din.
Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!
Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.