Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 met dastumit deoc’h teñzorioù en neñv, e-lec’h n’int distrujet na gant ar mergl na gant ar preñved, hag e-lec’h na doull ket al laeron ha na skrapont ket.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 mes dastumit tenzoriou evidoc’h en env, e pe leac’h na vez kollet netra, na gant ar prenved, na gant ar merkl, hag e pe leac’h ne doul ket al laeron, ha ne laeront ket;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Mæs dastumet trezolieu én Nean, inou er mergl nag er prinhuèd n’ou dismanteint quet, inou el laëron ne doulleint quet ar nehai, n’ou laëreint quet;

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 6:20
14 Referencias Cruzadas  

Surentez da zeizioù, nerzh da silvidigezh, furnez, anaoudegezh: doujañs an AOTROU a vo da deñzor.


Jezuz a lavaras dezhañ: Mar fell dit bezañ peurvat, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Na zastumit ket deoc’h teñzorioù war an douar, e-lec’h ma’z int distrujet gant ar preñved ha gant ar mergl, hag e-lec’h ma toull al laeron ha ma skrapont,


Ha Jezuz, o sellout outañ, a garas anezhañ hag a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit un dra, kae, gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon, o kemer ar groaz.


Gwerzhit ar pezh hoc’h eus hag roit eñ en aluzen. En em rit yilc’hier deoc’h ha ne goshaint ket, un teñzor en neñv ha ne vanko biken, a-belec’h al laer ne dosta ket hag e-pelec’h ar preñv ne zistruj ket.


Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c’hoazh un dra: gwerzh kement ac’h eus, ro-se d’ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac’hanon.


Kemenn da re binvidik ar c’hantved-mañ ma chomint hep bezañ ourgouilhus hag hep lakaat o esperañs en argred ar pinvidigezhioù, met en Doue bev a ro deomp an holl draoù gant fonnusted evit ma laouenafemp ganto,


ha ma tastumint evel-se evit an amzer da zont un teñzor lec’hiet war un diazez start evit kaout ar vuhez peurbadus.


Rak bet hoc’h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc’h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc’h ho madoù, o c’houzout penaos ez eus evidoc’h en neñvoù madoù gwelloc’h ha peurbadus.


o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc’h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.


Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?


evit un hêrezh divreinus, didarch, diweñvus, ha lakaet a-du en neñv evidoc’h,


Ha pa zeuio ar Mesaer meur, e vo roet deoc’h ar gurunenn divreinus a c’hloar.


Anavezout a ran da oberoù, da drubuilhoù ha da baourentez, petra bennak ma’z out pinvidik, ha gwallgomzoù ar re en em lavar Yuzevien ha n’int ket, met a zo ur sinagogenn eus Satan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos